Open data : AOTRE-IMPLIJOUT
AOTRE-IMPLIJOUT
Evit ar roadennoù a sell ouzh ar fiñvusted he deus choazet Rannvro Breizh ober gant an aotre-implijout ODBl
An aotre Open Database Licence (ODbL) : https://opendatacommons.org/licenses/odbl/1-0/
Gant an aotre-implijout-se eo ret rannañ ar roadennoù dres evel m’emaint.
Gallout a ra an neb a gar implijout diazoù roadennoù en un doare foran, evit ober kenwerzh pe get, gant ma vo dalc’het d’an aotre-implijout evit an diaz roadennoù avat, hag evit ar cheñchamantoù a vo degaset ma vez ezhomm, ha meneget sklaer an implij ma vez krouet traoù diwarno.
Evel evit an aotre digor e c’haller, gant an aotre-se :
- Rannañ : eilañ, skignañ hag implijout an diaz roadennoù ;
- Krouiñ : krouiñ diwar an diaz roadennoù ;
- Azasaat : cheñch, treuzfurmiñ ha sevel diwar an diaz roadennoù-se.
Ret eo :
- Menegiñ mammenn ar roadennoù ;
- Rannañ hervez ar memes divizoù.
… penaos menegiñ mammenn an diaz roadennoù ?
Evit adimplijout un diaz roadennoù diouzh an aotre-implijout ODbL, pe ul lodenn eus an diaz roadennoù-se, e ranker menegiñ :
- anvioù ar gendaolerien d’an diaz-se ;
- an aotre ODbL ez eo liammet an diaz outañ.
Ma ne vezer ket evit lakaat ar menegoù ret abalamour m’eo bevennet stumm pe ment ar pezh a c’haller embann (da lavaret eo an arloadoù poellgomzerioù, an disoc’hoù diouzh ar vouezh pe an destenn, ar stummoù strizh a-fet plas) e c’haller lakaat anezho en ul lec’h (evel ul lañser a-ratozh) ma c’hallo an implijerien kavout anezho aes. E-giz-se e c’haller krouiñ ur bajenn « menegoù lezennel » pe « mammennoù ar roadennoù » a-ratozh m’eo renablet an aotreerien gant liammoù etrezek o forchedoù open data. Evel ma vez erbedet gant OpenDataFrance e vo gallet menegiñ ar vammenn evel-henn :
« [Anv an diaz roadennoù], [Produer an diaz roadennoù], [deiziad], hervez aotre-implijout ODbL. »
Petra a c’hallan ober gant ar roadennoù ?
Ar pezh a fello deoc’h gant ma vo doujet ganeoc’h d’ar reolennoù ha d’ar bevennoù termenet gant an aotre-implijout, dreist-holl menegiñ ar mammennoù ha delc’her gant statud ar roadennoù digor.
Ret eo asantiñ d’an aotre-implijout evit pellgargañ ar roadennoù pe implijout API ar porched.
Lenn an Aotre-implijout
Ha gallout a reer gwerzhañ un arload hag a implij hor roadennoù ?
Ya, adal ma vo un arload hag ur mod da werzhañ hag a vo diouzh reolennoù an aotre-implijout
Betek-henn n’hall ket an adimplijerien mont en tu all da 200 000 galv war-zu roadennoù MobiBreizh dre ar savenn digor ; digoust eo an implij dindan an niver-se.