Politikerezh gwareziñ ar roadennoù
Politikerezh gwareziñ ar roadennoù
Evit ober war-dro ho koulenn dre hor furmskridoù (darempred, paeañ an telloù-kastiz...), ha kas hol lizher kelaouiñ deoc’h, e rankomp dastum hag implijout roadennoù personel diwar ho penn. Lakaet eo ar Reoliadur hollek war gwarez ar roadennoù da dalvezout ha gallout a rit lenn amañ dindan an implij a vo graet anezho dre ar munud hag an ostilhoù a zo lakaet en ho kerz evit lakaat ho kwirioù da dalvezout.
PIV ZO KARGET EUS AN IMPLIJ-SE ?
Rannvro Breizh
283 bali ar Jeneral Patton - CS 21101
35711 Roazhon Cedex 7
PESEURT TITOUROÙ A VEZ DASTUMET ?
Gallout a ra al lec’hienn-mañ dastum titouroù personel diganeoc’h. Hervez pennaenn an nebeutaat, ne zastumont nemet an titouroù ret evit an implij a vo graet anezho.
Pa lakait hoc’h anv e-barzh al lec’hienn e vez dastumet meur a seurt roadennoù, diouzh an implij a vo graet ganeoc’h eus hor servijoù ; setu ar roll anezho :
- Roadennoù anaout (en o mesk merkañ hag ur plac’h pe ur paotr oc’h, anv, anv-bihan, chomlec’h elektronek, ger tremen) ;
- Roadennoù daremprediñ (en o mesk ar chomlec’h post pe elektronek, niverenn bellgomz hezoug) ;
- Roadennoù war an implij (en o mesk ar pajennoù web bet gwelet ganeoc’h) ;
- Roadennoù kevreañ (en o mesk chomlec’h IP hoc’h urzhiataer, logoù kevreañ hag implijout) ;
- Roadennoù lec’hiañ.
Pa zeuit da weladenniñ hol lec’hienn e c’hall un toupin bezañ staliet en un doare emgefreek e-barzh hoc’h urzhiataer. Graet eo an toupinoù evit enrollañ titouroù war an doare ma vez merdeet gant an implijer e-barzh ul lec’hienn, ganto avat n’haller ket gouzout piv eo an implijer-se. Gallout a rit diweredekaat an toupinoù gant an arventennoù a zo en ho meziant merdeiñ (diwar al lañserien ostilhoù/dibarzhioù).
Bep taol ma vez dastumet roadennoù personel e-barzh hol lec’hienn e vez embannet en ur mod sklaer palioù ha doareoù an dastum-se hervez lezenn ar 06.01.1978 diwar-benn an urzhiataerezh, ar restroù hag ar frankizoù, ha Reoliadur hollek war gwarez ar roadennoù.
DAOUST HA DROED HON EUS D’IMPLIJOUT AR ROADENNOÙ-SE ?
Pa lakait hoc’h anv evit al lec’hienn e talvez ec’h asantit d’an implij a vo graet eus an titouroù evit kas keloù. Gallout a rit lemel hoc’h anv pa garit.
PELEC’H HA PEGEIT E VEZ MIRET HO TITOUROÙ ?
E-barzh servijerien hag a zo e broioù eus Unaniezh Europa. Ne viromp ho titouroù nemet ar pad a vez ezhomm, deomp da seveniñ ar c’hefridioù a zo meneget uheloc’h pe da respont d’hon endalc’hoù diouzh lezenn.
PETRA EO HO KWIRIOÙ ?
Gallout a rit gwelet an titouroù a sell ouzhoc’h pe goulenn ma vefent diverket.
Gallout a rit ivez implijout ar gwir enebiñ, ar gwir reizhañ hag ar gwir da vevenniñ an implij a vez graet eus ho roadennoù.
Evit lakaat ar gwirioù-se da dalvezout pe evit gouzout hiroc’h war an doare ma vez tretet ho titouroù er stignad-mañ, e c’hallit dont e darempred ganeomp dre bostel informatique-libertes@bretagne.bzh , pe dre lizher da Rannvro Breizh, 283 bali ar Jeneral Patton - CS 21101, 35711 Roazhon Cedex 7. Pa gasit ur goulenn deomp, kasit un eilenn eus un teul-anaout da-heul, mar plij.
Ma soñj deoc’h, goude bezañ deuet e darempred ganeomp, ne vez ket doujet d’ho kwirioù Stlenneg ha Frankizoù pe ne glot ket ar stignad gant ar reolennoù a sell ouzh gwarez ar roadennoù, e c’hallit ober klemm da KBSF.